Celtic Lyrics Corner > Compilations > Celtic Voices > Ar Galon Digorr

   
Celtic Voices Ar Galon Digorr
   
Credits: Traditional; arranged by Gilles Le Bigot & Davy Spillane
   
Appears On: Celtic Voices (compilation)
   
Language: Brezhoneg (Breton)
   

Lyrics:

Me 'zo un den yaouank ha naq n'on ket galant
A oar skrivan ha lenn gounit aour hag arc'hant
Ha me 'zisklerio deoc'h ken 'vo fin d'am vrepoz
An hini 'choaz e vestrez na gousk na deiz na noz

Bonjour deoc'h plac'h yaouank seiu me deut d'ho ti
'Vit goulenn diganeoc'h ya breman dimezin
Daoust ha c'hwi 'larfe din ha me 'c'h ay da studian
'Vit ur bloavezh pe zaou pe an tri d'an hiran

'Oa ket ar bloazh echuet nag c'hoazh an hanter
Pa meus resevet deus he dorn ul lizher
Ya da lavaret din da zont d'ar ger hep kontinans
Kar ma zud em dimez 'met me n'on ket kontant

Bonjour deoc'h plac'h yaouank setu me deut d'ar ger
Dre em eus reseet deus ho torn ul lizher
Ya da lavaret deoc'h hastit 'n em breparin
Kar me 'zo deut d'ar ger evit ho eureujin

Dre un all den yaouank keuz meus d'ho anzavet
Tremenet eo an amzer 'oan 'vit ho soulajin
Ha setu den yaouank na grit evel meus graet
Choazet ur vestrez all kar me 'zo dimezet

Me a c'hoarvez ganin 'vel gant ur pelikan
'Zo digorr't he c'halon 'vit an holl war ar bed-man
'Zo digorr't he c'halon 'vit an holl lapoused
Kar me a gar an holl ha gant den n'on karet